Penaos oc'h deuet da vezañ animatour e RKB ?
En un doare fentus a-walc'h peogwir pell zo abaoe ma oa eus Radio Kreiz
Breizh e selaouen 'nezhi, ha tout al labour oa bet graet tro-dro da
gKazetenn ar Vro Plinn ha tout... An dud zo en em gavet goude, tud
gopret. Ha graet e veze dedikasoù war ar radio. Se vije*
d'al lun beure. Dont a rae ur plac'h eus Duod, Christiane, evit ober
se. Hag ur wech en em gavet klañv. Setu 'vije
tremenet bandennoù war ar radio, bep lun beure. Ha
se 'noa padet un tamm krogad, ur miz, daou, tri marteze... Ha me,
tremen hep dedikasoù bep lun beure 'oa vel tremen
hep ma dijuni. Ha 'moa bet pellgomzet da Herve Ar Beg a oa rener ar
radio da c'houl' gantañ perak n'eus ket
dedikasoù ken, perak ne vez ket lakaet den ebet e
plas Christiane.
"Peogwir n'eus den ebet d'en em ginnig
betek-henn..."
"Ha ma teufen-me?" lâren
de'hañ e' 'mod-se
"Ma'teze 'vefe mat."
"Deus, neuze. Lak da anv, ma kerez, hag e vo
gwelet 'benn ' nebeud sizhunvezhioù
amañ pe vo moaien d'ober pe 'vo
ket".
Petra 'moa ket graet ? Biken 'mije soñjet mont
dirak ar mikro, erruout 'ba'zh ti an dud, tud a
vilieroù o selaou. Hag ha c'hoazh ouzhpenn, an
abadenn 'vije prestet da Radio-Kerne hag a oa just o'n em
lañsañ.
Biskoazh ! Me 'soñje din 'vije bet un
troc'h-raden, ur boomerang 'vel 'vez lâret, skoet
'barzh an aer hag o tont war ma c'hiz, a-dreuz 'ba ma c'hein.
Aet e oan. Lañset e oan. Hag em eus graet se
e-pad ur bloavezh mat goude, ur bloavezh hanter, ken ez eo en em gavet
un tammoù kudennoù,
amañ, 'barzh ar radio. Tout an dud 'oar petra
'oa tremenet amañ. Setu ne chome 'met
un nebeud brezhonegerien ken d'ober abadennoù.
Setu on 'n em lañset d'ober
abadennoù e-kreiz miz Eost gant ar prezidant
a-vremañ, Jañ-Pier
Deredel. Setu 'n em lañset hag e oa bet un tamm
krogad hag, a-benn ar fin, ma feurm n'ae* ket re vat an
traoù hag e oa kinniget ur post-labour din. Hep
diviz 'bet, hep arnodenn 'bet da dremen a-raok. Kinniget ar post-labour
din ha me lañset war an dachenn. Met, 'pezh eo,
'oa ket aezet, da gentañ, mont e darempred gant
an dud. N'haller mont da atersiñ tud 'mod-se,
galv* ane', lâr de'
" E ! Deus amañ,
paotr pe blac'h. Ni 'zo 'vont d'ober ' pennad-kaoz. Me zo 'vont da
glask 'barzh da vuhez, me 'zo 'vont da furchal 'ba' 'pezh 'teus
graet..." Nann, se zo traoù
hag a vez prientet, hag a vez labouret hag a vez selaouet... Mont war
an dachenn. Tud eus bed al labour zo aezet da
gentañ. Met mont treuzket* arzourien, bed ar
sevenadurezh... Se eo bet ma dra diaesañ.
Peogwir ne oac'h ket stummet evit an dra'he ? Ne oac'h ket animatour
a-vicher. Petra 'peus graet betek-henn ?
Tamm ebet. Me 'oa labourer-douar. Bet on labourer-douar dre viskoazh,
'boe* ma yaouankiz. Ganet on 'barzh ur feurm. Labouret 'm eus tout ma
yaouankiz 'barzh ur feum. Un tamm servij em eus graet 'pad ur bloavezh,
ur bloavezh hanter. Goude em eus graet tammoù
labourioù a-gleiz hag a-zehou, labourat evit un
embregerezh bennaket, evit ur stal bennaket ha deuet war ma c'hiz da
labourer-douar pa oan tri, pevar bloaz warnugent. En em zalc'het plom
'barzh ur feurm. Bez' 'm eus bet ur yaouankiz vrav. 'Barzh ar feurm me
zo bet savet mat. Bet eo bet brav din. Sell, ha goude on chomet da
ramplas ma zud, 'barzh plas daou donton din ha ma mamm. Bez' e oan ur
bugel ganet ba' stad-se, 'vel 'vez lâret, savet
gant ma mamm hag he daou vreur. Setu me zo chomet eno. Chomet 'barzh ur
feurm ma'teze tre 'n desped din dre degouezh. Sell, ma'teze 'zo en em
gavet 'mod-se. Pa vez lañset ar mekanik, an
traoù 'dalc'h da vont. Setu goude on bet chomet da
derc'hel menaj neuze betel bremaik,47 vloaz. Ha goude on bet en
darempred gant ar radio evel 'm eus lâret dac'h*
ha penaos on degoue'et* 'barzh ar radio.
Petra eo bet an diaesañ evit
kregiñ ?
O, an diaesañ eo bet an
teknikoù. Da gentañ, a-raok
on bet, me, krog 'barzh ar benveg ac'h out krog aze
bremañ, 'm eus bet poan-gof.
Binvijoù n'eo ket ur forc'h eo, n'eo ket un
ostilh, n'eo ket treoù* diwar an natur,
traoù ar parkoù,
traoù hag a vez'e desket a-raok...
Amañ e vez traoù resis,
traoù hag a rent ar vouezh, 'rent ar pezh neve*
lâret an den, 'pezh a
soñj, 'pezh ne vez ket
lâret. Ma vez ur
cheñchadenn elan* pe ma vez ur c'hoarzh pe ma
vez un den o ouelañ... Aze emaint tout e-barzh,
rentet hag a zo traoù a-bouez. N'haller ket ober
vorzh* petra. Se zo kaoz mont e darempred gant an dud a-raok,
a-wechoù, zo un dra a-bouez. Da
lâret eo an dra-me-dra*, darn nevo aon dirak ar
mikro, darn all a vo diheñchet naet, darn all a
vo en o vleud*, darn deus ezhomm da vezañ
sikouret. Aze eo hol labour munut da dostaat an dud hep mont 'barzh o
buhez. Se zo un dro diarbenn, diavaez dezho, un tamm. Sellet dionte*,
hep goñt, ur c'hazetenner, un animatour zo mat
d'ober traoù met 'benn ar fin n'eo ket
sañset da c'houzout mann ebet. Pa vez graet un
atersadenn, ma nez* c'hoant an den kontañ ur
pennad eus e vuhez, sekrejoù, bep sort*, a bep
sort treoù met hep mont re don 'barzh ar vuhez
kuit da furchal. N'eo ket ur furchadeg eo, da glask laou 'barzh penn an
dud met lezel an den d'ober ur gaozeadenn, da laoskel
'ne'hañ da gontañ ar pezh
en deus c'hoant d'ober, ar pezh a zo en e galon, ar pezh a zo 'ba'n e
greiz.
Ha penaos e teuit a-benn da gaout startijenn c'hoazh,
bloavezhioù ha bloavezhioù
goude ?
Se 'zo 'barzh an nen. Mont e darempred gant an dud. 'Hini n'eo ket
gouest da vont e darempred gant an dud 'dalv ket ar boan
de'hañ ober ar vicher-se. Se a zo ur vicher da
welet, ordin, pelloc'h tra pe dra, den pe den a degaso sklerijenn d'un'
all, 'degaso lusk 'barzh an abadenn. Ha gant se e faot mont da glask
tud, ya, hag o deus bevet, o deus un dra bennaket da
lâret. Lâret e vez
a-wechoù zo tud en oad, tud a bep sort, ya, met
tud hag o deus bevet traoù da
gontañ, istorioù eus o
vuhez*, eus o labour, eus 'pezh o deus bevet, tamm pe damm, gant o
bugale, gant o familh, 'barzh o labour, war ar maez, 'oar -me... Darn
'vevo kuzh hag o deus ur bern treoù da
lâret hag ar re-se eo ne vez ket roet trawalc'h ar
gaoz de'. Hag ar re-se 'm eus klasket mont e darempred gante, klask
ane' war ur blas foar, 'barzh ur fest-noz, 'skeud ur gaozeadenn.
Den-ma-den* a vez kinniget dit."Deus
amañ. Hemañ-hen a vefe
mat dont da welet. Ha deus an eil deus egile mont e darempred hag an
darempred ez eo ar brasañ liamm da gaout tud
d'ober abadennoù.
Se zo an ali 'pije c'hoant roiñ d'ar re yaouank
pe pije c'hoazh alioù da
reiñ d'ar re o deus c'hoant mont war ar vicher...
An hini 'neus c'hoant da vont war ar vicher en deus ezhomm da
vezañ stummet, da zont e darempred, pas nemet
ganin-me, met gant seurt din-me, tud hag a deus c'hoant d'ober ar
vicher-se. A zo tud... Gwelet a ran, gwech ha gwech all eo degouezhet
din mont e darempred gant tud yaouank a vefe gouest d'ober al labour
met o defe ezhomm da vezañ stummet un tamm, da
zont war an dachenn, da deskiñ, da welet, da
santout, klevout... Ha se 'zo treoù a zo 'barzh an
dud da gentañ. Bez zo dionte met n'int ket
stank. 'Maint ket da c'hwennañ evel ar beterabez
war ar rengenn nag evit distankañ kaol da
blantañ. Met bez' a zo, bez' a zo...
Deskiñ ar pouez-mouezh a zo a-bouez, ivez, evit
bezañ gouest da vezañ
komprenet mat gant an dud ?
Se zo da diskiñ* ivez. Ar brezhoneg zo liesliv
war an dachenn, pa vez komzet eus un terouer. Me zo en em gavet
amañ gant ar pezh taol-mouezh Bro-Dreger en deus
spontet kalz a dud *boa 'r penn kentañ. Met
goude zo brezhoneg da diskiñ, bemdez, bemdez.
Bep deiz zo tremenet amañ, bep deiz em eus
desket tra pe dra, gant den-ma-den, gant hini pe hini, gant selaou,
gant mont e darempred gant an dud ha selaou ar brezhoneg. Ar brezhoneg
zo liesliv, da lâret eo pinvi'ik*. Aze zo
yezhoù all war an douar met ar brezhoneg a zo
pinvi'ik, pinvi'ik.
Pelec'h e vo Yann-Ber Guyader a-benn daou pe dri bloaz
amañ ?
N'ouzon ket met c'hoant 'm eus da dihenchañ un
tamm. Bremañ 'maon arri gant al lodenn
diwezhañ eus ma buhez labour ha 'mije c'hoant
d'ober ur "pause"
bremañ, da vont pelloc'h, da
veajiñ, d'ober treoù all.
Met bremañ e vo liammet un tamm gant... ar pezh
'zo, em eus d'ober war-dro ma mamm er gêr a zo
erru da bevarzek vloaz ha pevar-ugent hag em eus kemeret ur samm all
war ma chouk pa 'm eus divizet miret 'ne'hi er gêr
'm eus divizet kaout ul labour all ouzhpenn.
Peseurt taol kaer ho peus c'hoant kas da benn c'hoazh, e RKB, a-raok
echuiñ ?
O...Enrolladennoù bras 'mije bet c'hoant d'ober.
Buhezioù tud hag aze 'm eus graet n'eus ket pell
zo, pendeogwir oa lidet hanter-kant vloaz kan-ha-diskan ar vreudeur
Morvan 'm eus graet un atersadenn 6 eur gante, bet en o zi, gante o
zri. Tremenet daou devezh gante. Ha tud on bet e darempred gante, tamm
pe damm a'mod-se, dre diarbenn mont da welet ane'e en o zi, mont da
welet ane'e en o varkoù*, mont da welet 'ne' war
al leurenn, ober ur gaozeadenn gante pa vijent diskennet eus al
leurenn, mont da wel' 'ne' na pa vez ken aretiñ
pemp munut' 'ba'zh an ti. Hag heñvel gant Marsel
Gwillou evel-just. Na dremeno ket a-gostez hag em eus bet digarez da
vont e darempred gantañ, pell zo, pell zo... Kas
ha kerc'hat anezhañ,
'wechoù, degas anezhañ deus
un tu d'un tu all, sikour 'ne'hañ da diskenn ar
skalier, roiñ un tamm harp
dezhañ, be'añ
gantañ, mont d'o'r ur pennad-kaoz
gantañ. Ha se ha kalz reoù
all. Roger Laouenan 'neus skrivet war ar brezel bras, pe'arzek-triwech,
aze, 'mije d'ober un tamm renabliñ
gantañ eus ar seizh pe eizh levr 'nefe graet.
Maria Prad 'm eus aterset. Valentine Kolleter ha me oar-me c'hoazh,
kalz a dud all, tud munut. En tu all da se, an deiz all on bet o welet
ur paotr en devoa savet alamantezed ba' Plougonven-Montroulez, du-hont,
hag a oa un den speredet hag e oa bet o labourat gant e wreg diavaez,
dizoloet gantañ an Normantezed hag en deus
kontet din dre ar munudoù, dre ar
roudennoù, dre... ar pezh a oa e vuhez pemdeziek.
Se 'n hini eo ar gwir vrezhoneg hag ar gwir vuhez da
displegañ. Bon, petra implij a vo graet goude ?
Met enrollet int kar se zo tud ur wech 'vint aet, ur wech 'vint marv zo
pik echu.
Ma 'peus amzer, petra 'rit ur wech m'ho peus echu gant tout ho labour ?
Un tamm amzer 'peus 'vit diskuizhañ ? Petra 'rit
d'ar poent-se ?
Kousket a ran, mat. Se zo ur pezh lañs d'un nen
hag en deus da vezañ prest da
adpartiañ eus ar beure, da sevel war an troad
mat. Adalek ve'en aet 'ba' ma gwele, 'vel e lâran
d'an dud, 'benn daou vunut goude n'eus den ebet. 'Benn on arri 'ba'zh
ur bed all. Hag on kad da gousket c'hwec'h eur, seizh eur, eizh eur,
nav eur, dre ret, dek eur, hep fiñval hep dont
eus ma gwele ha se zo ur pezh lañs din ha pa ran
ken 'met mag on pemp eur ba' ma gwele e vin pemp eur kousket ha se zo
ul lañs da geñver an dud
a glevan a-wechoù tro-dro din
amañ. " O, me 'm
eus ket kousket venoz*. N'on ket aezet.." Me 'm
eus ar chañs-se...
Setu pa n'emaoc'h ket oc'h ober war-dro ho mamm, pa n'emaoc'h
ket e RKB, pa n'emaoc'h ket war an hentoù evit
atersiñ tud, petra rit c'hoazh ?
Ober war-dro un nebeud saout brizh-du am eus er
gêr c'hoazh hag e oan bet krog da sevel ne' 'baoe
ur pennad zo. Prenet 'moa div pe deir ha, 'benn ar fin, on 'n 'm gavet
da sevel ur vandennad hag em eus bet graet
koñkourioù ganto ivez, evel
'm eus graet gant kezeg a-raok. Ar pezh a blij din eo mont d'ober koad.
Kaout doujañs evit an natur, pas diskar tout ar
pezh a zo war ur c'harzh, met dalcher 'nezhi, darc'hel an natur, diskar
koad, mont da brepariñ koad 'vit ar
goañv. Dibab koad evit ober meubl...
'N em okupiñ eus tammoù
treoù, treoù 'm eus
bet miret du-mañ ivez hag a zo chomet a-gostez
pell zo hag a dremenan en o c'hichen, evit lâret
kazimant bemdez, hag e ve'an ' soñjal.
" Sell amañ zo ur
pres e-kichen. Hemañ 'oa poent
ingaliñ 'ne'hañ
"'M eus ket amzer d'ober. Marteze 'vo
graet, marteze ne vo ket. Sell aze penas eo... Ha mont da welet kalz a
dud, mignoned hag em mefe c'hoant da dremen ur pennad amzer gante ha 'm
eus ket amzer d'ober. Sell aze 'pezh 'vije plijet din ober.
Betek Bro-Afrika ?
O, ya... Ya, ya, sur. Ur veaj... 'Vo ket abred, sur, pa vo graet met graet e vo.
Lakaomp e vefec'h warc'hoazh war un enezenn didud, peseurt levr a yafe ganeoc'h ?
O kalz a leverioù*, rak kinniget zo bet din
leverioù da lenn. 'M eus ket bet amzer da lenn. Ha
tapet on berr. 'M eus ket kalz a leverioù. N'on
ket un den da gat ul levraoueg 'lec'h 'vez berniet
treoù, 'lec'h 'vez diskouelet*
leverioù renket. Un den dizurzh on. Ha n'on'on ket
petra levr 'dapfen, nann...
Bez' emaoc'h tapet e-barzh ur saverez, aze, hoc'h-un', 'pad un eur. Pe,
kentoc'h gant unan all. Gant piv 'pije c'hoant
bezañ tapet ?
Gant an hini 'degouezhje ganin.Hag en em lakfen e darempred
gantañ, pe e vefe kozh pe e vefe yaouank. Mag
omp sac'het omp sac'het. N'eus ken nemet gortoz d'ober. Ma 'vez ket
nemet un eur n'eo ket ar marv.
E kroc'hen piv ho pije c'hoant bezañ lakaet
e-pad ur sizhun, amzer deoc'h kompren peseurt mod eo e vuhez, petra a
soñj, petra a ra eus e amzer ?
O.. 'N em lakaat 'ba'zh kroc'hen un' all... Piv 'vefe an den ? Un den
hag a sikour ar reoù all. Ya... Da welet... Bez'
zo komzet eus l'Abbé
Pierre, bez 'zo komzet eus
tud all, pas ordin n'eo ket tud a relijion met tud hag a ra un dra
bennaket evit ar re all. Hag a zo kad d'ober evit ar
reoù all. Met kaer o devez d'ober ha d'ober n'int
ket kad d'ober trawalc'h.
Kinniget e vez deoc'h dont en-dro war ar
bed-mañ, d'ur mare all hag en ul lec'h all...
Pelec'h, pevare 'pije c'hoant dont en-dro, bezañ
ganet en-dro ?
O, m'am bije c'hoant da vezañ ganet en-dro...
'Ba'zh Kreiz-Breizh, amañ, ya. An've'out 'raen
Bro-Dreger met bremañ, 'boe* 'maon deuet
amañ d'ar radio 'm eus graet anaoudegezh c'hoazh
donoc'h gant Kreiz-Breizh. Ya, m'am bije bet da addont war an douar,
ya, gant un ti 'kreiz ur park...
Ha da beseurt mare, neuze ? Ar bloaz-mañ pe kant
vloaz zo, pe daou c'hant vloaz 'zo ?
O, kentoc'h 'ba'zh ar bloavezhioù 50. Ya, ya, m'am
bije bet da addont war an douar c'hoazh e vijen deuet 'ba'zh ar mare
tost deus ar mare 'oan ganet.
Peseurt hini eo ar c'hrennlavar a blij deoc'h ar
muiañ tout ha damber* ?
Olala. Krennlavar... A bep seurt... Tapet berr bep tro. Aze, m'am bije
bet soñjet. O, petra 'zo
lâret ? Ya, goût a ran kalz
krennlavarioù... Pa vez kistion d'ober ur goulenn
berr mod-se on tapet, souezhet un tamm. Ya, un' hag a zo plijus
a-walc'h... " Mat zo mat met
cheñch 'ra vat"
Bez' pije un dra bennak en ho kerz, er gêr pe
amañ, a zo didalvoud evit an dud met
talvoudus-tre 'vidoc'h, ha na rofec'h da zen ebet, e mod ebet ? Petra
eo ?
Traoù munut, ya. 'Wechoù 'vez
traoù dister 'walc'h tro-dro din.
A-wechoù 'rofen ma dilhad,
'wechoù 'rofen ma roched,
'wechoù 'rofen a bep sort... Met un dra hag a zo
du-mañ ha na rofen na 'vit aour na 'vit arc'hant
eo ma marc'h, ma loen-kezeg. Ul loen-kezeg 'm eus
du-mañ peseogwir 'm eus bet savet loened servij
e-pad 25 bloaz, 30 vloaz... Ur marc'h Breizh, 'giz vez
lâret hag hesse* na rofen na 'vit aour, na 'vit
arc'hant.
Da biv 'pije c'hoant kas ul lizher klemm, hiziv an deiz ?
O, da galz a dud. Da galz a dud 'barzh ar mare 'maon ec'h ober an
atersadenn amañ zo klemmoù
da gas da galz a dud. An traoù 'zo dizurzh. D'ar
pennoù bras, da roiñ mezh
de'.
Hag ul lizher gourc'hemnnoù,
fougeoù, d'unan bennak ? Da biv e kasfec'h ?
O, hag a zo... Tud 'm eus bet aterset amañ hag
em bije bet c'hoant da skrivañ de', da
lâret de' pegen prizius 'oa bet o abadenn, pegen
brav en nevoa displeget din kalz a dreoù... O ya,
da galz a dud ez zo lizheroù da gas met
nann, ne rafen dibab ebet resis, da lâret da
biv... 'Ba'zh ma diabarzh, ya, met se 'zo mont en tu all...
Deusgeoñ* zo unan bennak en deus lakaat ar
Yann-Bêr Guyader bihan da zont bras hag
en deus roet de'hañ peadra da
leuniañ e benn ? Piv 'neus bet kontet kalz vit
bezañ ar pezh oc'h, en diavaez d'ho tud,
evel-just ?
Ya,o... An've'out 'raen dija ur bern tud, war an dachenn, 'ba' ma bed
labour, a-raok ma oan deuet d'ar radio e anve'en ur bern tud. Setu. Hag
amañ 'm eus anve'et, amañ
'm eus graet anaouedegezh gant ur bern tud ivez. Tud n'em mije ket bet
soñjet e oant ken laouen, tud ken barrek all,
tud hag o deus graet traoù munut 'vel 'oan o
lâret hag o deus bevet traoù
kriz... An dra-se en deus merket a'hon* eo ar
c'hampoù-bac'h e Bro-Alamagn, un abadenn 'moa
graet gant Yves Leon, un den 'oa bet bac'het ba' Bro'Alamagn ha penaos
un den douget evit marv 'oa deuet da vev ha vall*... Ar pezh a zo
tremenet, an dra-se, lakaat tud all dindan gwask... Se a gavan spontus
gant ar re o deus galloud.
Lakaomp emaoc'h aze dirak bugale, seizh-eizh vloaz, ha c'hoant 'peus
roiñ de' ur gentel vuhez. Petra 'pije choant
lakaat ne' da glevet ?
O lakaat ne' da diskiñ
bevañ 'ba'zh ur vuhez
doujañs. Deskiñ an
doujañs de'. Alies-tre ' vez klevet ar vugale '
devez kudennoù,
treoù, hag int 'n m bilet hag int krog dija da
gaout kalz a dabutoù etrezo. O ya, 'mije c'hoant
da diskiñ an doujañs de',
da gentañ.
'Vit cheñch un tamm... Peseurt meuz, peseurt
boued a rit pa 'maoc'h er gêr hag ho peus c'hoant
debriñ trañkil, ha brav
ha mat ?
O, petra eo meuz ar Vretoned ? O, patatez, patatez poac'h* ba'r
choudourenn*. Amañ 'vez
lâret patatez rouzet. Ur choudourennad patatez
krilhet.
Petra eo ar pezh na gomprenit ket 'barzh ar bed a zo
bremañ tro-dro deomp ? Un dra bennak, da vat,
n'oc'h ket evit kompren, ar pezh a blij d'ar re all...
Un dra all c'hoazh ar pezh n'on ket 'vit kompren zo tud o
kreviñ gant an naon, da vervel gant an naon. Ha
gwashoc'h c'hoazh, bugale. Pa zo kad tud da lakaat gwask war ar vugale,
lakaat ane' da labourat adalek 'vint arri 5 pe 6 vloaz, pe vint arri
yaouank-tre hag ar re-se zo kad d'ober fall evit ar vugale, war bep
seurt danvezioù, war bep seurt hent eus o buhez...
Petra eo ar bravañ ijinadenn a zo bet graet gant
Mab-den, hervezoc'h ?
O, n'eus ket pell zo 'oa komzet eus Pierre ha Marie Curie. Ar re-se zo
daou den hag o deus dizoloet, ha pa vez komz eus Pasteur ivez, memes
mod, zo tud hag o deus merket pep den pendeogwir, 'barzh ar skol, e
vije disket dija. Hag e teu ar skeudenn-se 'ba' ma venn din diouzhtu.
Peseurt micher 'pije bet c'hoant d'o'r ha n'ho peus ket graet ?
Ur bern micherioù. Ur bern
micherioù nije kaset a'hon war bep seurt
tachennoù, ober anaoudegezh eus bed al labour, eus
bed an dud, mont e darempred gant an dud hag e tleje
bezañ gouest an den da
cheñch micher alies 'ba'zh e vuhez. Ha
de'hañ, memestra, da viret ur gopr, evel zo
dleet un tamm partout, ha beajiñ, dre vras, mont
da sikour an dud, dre vras, 'barzh ar micherioù
mont da sikour tud klañv, bugale, mont da
dennañ tud eus kudennoù ar
vuhez war-lerc'h ar brezelioù. Pa vez komz eus un
dra m'omp ket lâret. Ar brezel eo bout d'ar re
yaouank ar gwask eus an dud vras, eus an dud binvi'ik war ar re baour.
Peseurt donezon 'pije bet c'hoant kaout ha n'ho peus ket bet ?
O, servijet mat on. Ya, ya. Gant se n'on ket da
lâret met 'n 'm gavet on un tamm bihan diwezhat
war ar vicher. Ya, ma 'm bije bet un tamm galloud da
geñveriañ an
treoù, d'ar re binvi'ik da
roiñ d'ar re baour. Hag ar pezh a vije bet un
dra vat eo displegañ d'an dud-se ivez, hag a zo
' vevañ 'barzh ur bed uhel, pa vez gwelet tud
hag a zo ken dister all, hag er-maez da gousket
a-wechoù, nebeud a voued, sklerijenn 'bet ba'zh o
buhez. Lâret d'ar re vras penaos e vev an dud
vunut.
Da beseurt goulenn e respontit Ya! Peseurt goulenn e respontit " Ya! "
dezhañ hep en em soñjal
muioc'h 'vit se ?
N'en em soñjan kazimant gwech ebet. Ma vez
goulet ganin, dre vras, ma ve'an kad da reiñ, e
lâran ya. Diouzhtu. 'Choman ket da
soñjal. 'Wechoù goude, on
kad da gaout un tamm keuz met dre vras, 90% eus ar
goulennoù 'vez graet din e
lâran ya. 'Wechoù 'n em
lakaan en trubuilh ma-unan met, bon, lâret a ran
ya, alies.
*veze, n'ez ae, gervel, etrezek, abaoe, deoc'h, degouezhet,
a-wechoù(?), traoù, en devez,
sachadenn alan, forzh, dra-mañ-dra, o devo,
bleud, diouto, en devez, seurt, buhez,
den-mañ-den, deskiñ,
pinvidik, o farkoù, fenoz,
levrioù,diskouezet, abaoe, abalamour da betra,
hennezh, daoust hag-eñ, ac'hanon, fall, poazhet,
choudouron,