Ur gentel livañ
Geneviève Huriet
Un devezh hañv tomm eo. Aet eo Munudig ha C’hervizon Dro-heol da bourmen betek Stank ar C’hwistoù. Eno e vez kavet plant dibaot n’emaint ket c’hoazh en o dastumadeg ha c’hoant bras en deus Munudig da livañ ar c’hornad-bro gouez-se. En ur vale e tizolo C’hervizon marc’h-koad al livour Arzhel ar Barr. E-keit ha m’emañ oc’h arvestiñ al livadur diechu e tosta Krogennog Beg Kamm, ar vaot. Broudañ a ra anezhañ da echuiñ an daolenn… A-greiz-tout e sav al livour, fuloret o welet eo bet cheñchet e oberenn. Gallout a rafe an traoù treiñ da fall…
26 pajenn - 22,5 x 25 sm
9 €