Keit Vimp Bev, an ti enbann e brezhoneg !

Sonit ’ta sonerion

 

Geneviève Huriet

 

 

Ur pezh barrad glav a-bil zo oc’h ober e reuz e liorzh ar re Dro-Heol. Ar pemp bugel zo o tont d’ar red da zisglaviñ e-barzh an ti, berr warne.
Pa n’hellont ket chom er-maez e eont ur pennad sonerezh o kavout ur skrid-musik da zigejañ. Ma’z eus sonerion eus an holl vugale Tro-Heol, dishañval-kaer eo, avat, ar binvioù hag an tonioù a blij da bep hini anezhe. Nag a drouz a reont !
A greiz-holl e teu ur c’honkl treut-ki dre ar prenestr damzigoret…
Hag ul laer eo ? N’eo ket, Aldo Tric’hloc’h an hini eo, soner eus e vicher. Na pebezh chañs evito. Tro-ha-tro e tigej pep soner bihan e lodenn. Reizhañ an eil ha reiñ kalon d’egile a ra Aldo gant pasianted : krog eo an ton da zont brav gante…

 

26 pajenn - 22,5 x 25 sm

 

9 €

Edition de livre en breton