Debrit mod Breizh gant Nathalie Beauvais !
Er bed a-bezh e vez priziet meuzioù mod Breizh Nathalie Beauvais. Gant he gwaz Arnaud e talc’h ar preti Le Jardin Gourmand, en Oriant. Bep sizhun e tiskuliint ur sekred-kegin nevez deoc’h e-barzh Ya!.
Bep sizhun e vez kinniget deoc’h ur rekipe-keginañ. Ha n’eo ket forzh peseurt doare rekipe : sekredoù kegin Nathalie Beauvais a vo diskuliet deoc’h.
Ur geginerez a-feson eo plac’h an Oriant. Sot eo gant ar boued saourus evel-just, hag ivez gant he bro c’henidik. Lipous e teu ar meskaj etre an daou ganti ! Triwec’h vloaz ’zo e vez dalc’het ar preti Le Jardin Gourmand, en Oriant, gant Nathalie Beauvais hag he gwaz Arnaud. War-lerc’h studioù war ar gegin el lise arbennik war micherioù an ostalerioù a zo e Dinarzh ha goude bezañ labouret e pretioù all e-pad pemp bloaz (e Le Pré Carré e Pariz, e L’Aquitaine dalc’het gant Christiana Massia pe c’hoazh gant Alain Dutournier er Carré des Feuillants e Pariz c’hoazh) o doa divizet Nathalie hag Arnaud digeriñ o freti dezhe en Oriant e miz Ebrel 1990. Hi a vez ouzh ar forn hag eñ, sot ma ’z eo gant kegin e wreg ha gant ar gwin mat, a ra war-dro ar sal evit aliañ ha servij ar pratikoù.
Buan a-walc’h eo bet priziet kegin Le Jardin Gourmand gant Jean-Luc Petitrenaud ha Joël Robuchon da gentañ. «Gwrac’h ar Mor-Bihan» a vez graet anezhi gant Gilles Pudlowski. «Gant produioù prenet war ar marc’had, dezho liv ar vro, e alejan ma meuzioù» a zispleg Nathalie Beauvais. «Breizh hag he boued a blij din kalz. Mard on kap da geginañ gant ar boued-se, andouilh, sistr, ha kement ’zo, eo a-drugarez d’am mamm he deus ma evel-hen a-viskoazh. Predoù lipous a veze fardet ganti b’ar gêr pa oan yaouank.» Hag un dra a zo sur : dreist eo kegin Nathalie Beauvais. Ar begoù lipous a gavo o gwalc’h pa vo roet fred dezhe da dañva pesked poazhet e-barzh ur grampouezhenn gwinizh-du hag ur chaous grilhed-traezh, andouilh krazet gant yod patatez hag ognon Rosko pe c’hoazh riz-laezh gant avaloù ha karamel amann-sall fardet ganti.
«N’on ket ma-unan o labourat er gegin evit magañ 50 den bemdez» a resisa Nathalie Beauvais. «Marie-Jeanne, eil-keginerez, a sikour kalz. Karine a ra war-dro an dibennoù-pred ha Sabrina a zo komis. Er sal emañ ma gwaz Arnaud ha Guillaume. Atav e vez tud yaouank war o studioù ganeomp ivez. Prizius eo o skoazell hag int a zesk kalz. Eizh omp en holl.» Predoù giz ar vro diouzh ar c’houlz-amzer a vez ijinet gant ar skipailh. Evajoù a-galite ha gwin dibabet gant Arnaud Beauvais a c’hell mont da heul.
Sekredoù priziet-kaer N’eo ket souezhus ma vez leun-chouk al Liorzh Lipous alies : div fourchetez gant Guide Rouge Michelin, 14/20 gant Gault et Millau, ur steredenn gantBottin Gourmand zoken. Met n’eo ket tout. Tapet he deus prizioù evit he levrioù ivez. Betek-henn ez eus bet embannet tri ganti. « Er penn-kentañ n’em boa ket soñjet en em lakaatda skrivañ. Deuet ’zo un embanner da c’houlenn ganin astenn ma rekipeoù war baper ha pratikoù ’zo, niverusoc’h- niverusañ, a felle dezhe gouzout-penaos fardañ meuzioù diouzh ma giz b’ar gêr ivez. A-benn ar fin em eus asantet ha setu deuet er-maez Bretagne Gourmande e 2004. » Ne vez ket kavet al levr-mañ ken er stalioù met adembannet e vo a-raok fin ar bloaz. Da c’hortoz e c’heller fardañ rekipeoù tennet eus he daou levr all : Trop Mad, trop bonne la cuisine bretonne a zo bet dibabet e Bro-Sina evel levr gwellañ ar bed er rummad « kegin rannvro » gant ar Gourmand World Cookbook Awards 2006, hag eus Mangez Breizh ! a zo o paouez tapout priz gwellañ levr keginerezh ar bed e rummad ar merc’hed « chef », d’ar Sul 13 a viz Ebrel e Londrez.
Entanet e vez Nathalie Beauvais atav pa vez anv a skemm gant ar re all hag a dreuzkas he gouiziegezh. Ur wech bep miz e kas ur gentel keginañ en-dro e Redene. « Pa vezan o lenn, o pourmen pe war ar marc’had e tiwan mennozhioù din ivez. Bepred e tro ar c’heginañ war ma spered, a soñj din ! » Ar re Beauvais, ne gavont ket hir o amzer. Beajiñ a reont kalz. Alies e vezont pedet er vro-mañ-bro a-benn reiñ o meuzioù da dañva. Etre ar 14 hag an 17 a viz Ebrel e oant e Ceske Budejovice, e Bro-Dchekia, evit fardañ boued mod Breizh en tu all da Europa. E miz Mae e vint e Bro-Sued. Raktresoù all a zo war ar stern ganto ouzhpenn : « Santimant hon eus da embann levrioù evit ar vugale gant istorioù ha rekipeoù, hag unan all ivez a vo dastumet ennañ poltredoù al labourerien-douar, pesketaerien ha desaverien a bourchas produioù din. Chañs vras ’m eus pa gavan boued a-galite er vro, gant tud a-feson. C’hoant ’m eus d’o brudañ rak a-drugarez dezho e c’hellan keginañ war ar pemdez. »
Digor e vez ar preti Le Jardin Gourmand,46 straed Jules Simon en Oriant, etre ar Merc’her hag ar Sul. Evit gouzout hiroc’h :
www.jardin-gourmand.fr, 02 97 64 17 24, pe ar blog,
mpucbtb.jardin-gourmand.fr,(Mouvement Pour Une Cuisine Bretonne Trop Bonne) e-lec’h ma c’heller kavout ur rekipe nevez bep miz.
Recettes parues dans Ya! :
150 Panacotta gant dour-bleuñv-orañj hag e flastrenn frouezh sec’h (evit 9 den)
151 Saladenn betarabez get dour-roz ha pistachez
152 Dienn avoukez gant e deolennoù spiset (evit 8 den)
153 Felpennoù gant pastez Henaff ha mozzarella
154 Ar wastell-deuz get avaloù ha paledoù Breizh
155 Risotto kig-boultouz get kraoñ-kelvez ha pour
156 Kroustadenn kig-yar get spisoù hag avaloù (evit 3 den)
157 Dienn koko-Pempoull get bazilik ha grilhed-traezh
158 Soubenn pechez-prun get Crémant ag ar Liger hag he sivi miñset (evit 6 den)
159 Kirinad lostoù ejen get sistr, karot nevez hag ognon nevez
160 Koñfitur kourjet get bazilik hag he fourmaj-gavr
161 ’Ruilhadoù an nevez-amzer’ get skañvadell brouskaol ha kig kevnid-mor (evit 6 den)
162 Pufoùigoù dienn chantilly blaz ar roz get avaloù (evit 8 den)
163 Miñsadenn kregin Sant Jakez hiliet get regalis hag he skañvadell per-douar (evit 8 den)