Metalikazh
TREVEUR
Ne oa kaoz nemet eus afer ar vered gant an holl er vourc’h abaoe ar mintin...
War a seblante e oa bet mastaret lod eus ar bezioù gant arouezioù kevrinus bet livet warne e-pad an noz. [...]
— Mont a reont da selaou sonerezh Marilyn Manson er beredoù e kreiz an noz,
ha tresañ a reont arouez an diaoul war ar bezioù evit sachañ an drouksperedoù, e doa farset Edern.
— Cool ! ha debriñ a reont kevnid migal evit o dijuni ! en doa respontet Riwal.
Un devezh vakañsoù a oa kroget evel ar re all gant an daou grennard met troet e voe da fall,
pa voent sachet war gil en amzer war-zu ur plac'h yaouank repuet e Koad Breselien e derou ar Grennamzer.
Ha gouest e vo Riwal hag Edern d'he sikour evit trec'hiñ war azeulerien an diaoul hag ur robot troet da sot ?
96 pajenn - 11 x 18 sm
5 euro