Keit Vimp Bev, an ti embann e brezhoneg !

Kest

 

Kristian ar Braz

 

 

Un nozvezh goañv er Menez Are e vo dizoloet gant Erwan hag e dad ur pakad, ennañ deizlevr un ofiser alaman er bloavezh 1944 hag un toullad lizhiri o tont eus Alamagn ar reter. Ar gavadenn-se a gaso Erwan war roudoù istor skrijus e familh, betek Berlin, e-lec’h ma teuio a-benn, goude meur a dro-gaer, da zirouestlañ neudennoù e istor personel ha da gavout ar garantez hag un tamm ster d’e vuhez.


Ganet ha savet eo Kristian ar Braz er maeziadoù Kein Breizh. Bevet en deus e Bro-Alamagn. Seul aesoc’h e oa dezhañ evit skrivañ un istor etre an div vro. Ha dont a ra a-benn...

 

98 pajennn ; 11 x 18 cm

 

  6 €