Keit Vimp Bev, an ti embann e brezhoneg !

Heol, Mor ha Muntr

 

Laurence LAVRAND

 

 
 

Kavet 'zo bet korf ur plac'h yaouank e sal a-dreñv levraoueg he lise.

Piv en deus gallet lazhañ ur plac'h ken barrek, prest da gregiñ gant studioù medisinerezh :

he zamm kilhog a amourous, he zad fuloret o welet e talc'h e verc'h penn outañ, ur c'harantezig dilezet ?

Diaes eo gouzout ar wirionez, en enezenn pell-se, e-lec'h m'en em vesk a bep seurt tud, gwenn ha du, paour ha pinvidik, Gallaoued hag estrenien deuet amañ dre guzh.

 

Mayotte, un enezenn vihan e-kreiz ar Meurvor Indian. Un tamm eus Bro-C'hall eo, dispartiet ouzh inizi ar C'homor.

Ken pinvidik eo ma klask peorien an inizi tostañ dont eno dre guzh, c'hoant ganto bevañ gwelloc'h, ha pa lakfent o buhez en arvar evit se.

Ur wech m'en em gav an estrenien eo diaes bevañ asambles ha sevel a ra kasoni etre tud a zo bet breudeur, gwechall.

 

144 pajenn - 11 x 18 sm

  9 euro

Edition de livre en breton