Hañvezh an dermajied
Henri DORSEL
Ur skoliad barrek eo Tomaz, 15 vloaz.
Trement a raio e santifikad a-benn nebeut evit mont da skolaer, pa chomo e vreur henañ e penn ti-feurm ar familh.
Met ur strollad c'hoariva a erru er bourk hag e krog buhez Tomaz da cheñch.
Daoust hag-eñ e vo ar memes paotr goude bezañ tañvaet ouzh blaz ar garantez hag arvestet ouzh koroll ar vuhez hag ar marv, hañvezh « Krouidigezh ar bed » ?
Romant deskiñ ha romant karantez, kavet e vo ennañ elfennoù diwar-benn ar vuhez gwezhall hag ar c'hoariva mod kozh.
War santimantoù ha buhez diabarzh an tudennoù eo bet lakaet ar pouez dreist pep tra avat.
108 pajenn - 11 x 18 sm
5 euro