Keit Vimp Bev, an ti enbann e brezhoneg !

Gouel Nedeleg ar familh Tro-Heol

 

Geneviève Huriet

 

 

 

Pebezh reuz e ti ar re Dro-heol ! Emañ gouel Nedeleg o tostaat hag ar familh da brientiñ pep tra : ar garlantezennoù, ar c’houignoù, ar wezenn sapin… En ur vont da glask kelenn er c’hoad, e tizolo ar pemp lapin bihan Tro-Heol ur stlejell, ur c’harv hag ur strollad lutuned iskis !
Alato… kollet int ! Tremen a ra an amzer buan hag e krogo dizale an Tad Nedeleg gant e droiad. Ober a ra al lapined bihan o soñj reiñ sikour dezho.
Met chuttt !… Ur sekred eo ! Arabat dihuniñ Konwoion ha moereb Barba…

26 pajenn - 22,5 x 25 sm

 

9 €

Edition de livre en breton