Keit Vimp Bev, an ti enbann e brezhoneg !

Diougan Ketzalkoatl

 

Jakez-Erwan Mouton

 

 

Ouzh Ketzalkoatl, doue an Azteked, e vez doujet gant an holl, bras ha bihan. Dezhañ e vez graet profoù, buhezioù zoken, evit ma tiwallfe ouzh e bobl. Hag ezhomm zo ouzh e sikour, ouzh e ziouganoù, rak en arvar bras emañ an Azteked. O tont emañ Cortez.

Goude « Mignon d'ar sklaved » ha « Katrina » e sin Jakez-Erwan Mouton e drede levr evit ar re yaouank, gant atav kement a varregezh evit krouiñ un aergelc'h, evit taolenniñ deomp an Istor, hag evit derc'hel e lennerien eus skourr, betek ar mare diwezhañ.

 
72 pajenn - 11 x 18 sm 
 
5 €  
Edition de livre en breton