Keit Vimp Bev, an ti embann e brezhoneg !

Boudig ar bleuñ

 

Garmenig IHUELLOU

 

 

Pa vez graet un enklask gant an ti-kêr evit gouzout piv an Diaoul a laka plant farsus da ziwanañ en e liorzhoù

ne vez ket diskleriet Boudig ar Bleuñ gant den ebet !

 Na brav e vez bevañ a-vandennoù en ur c'harter kêr vras tost d'ur c'hoad !

Krenniged ha krennarded dichal, betek an devezh ma klevont krenn-ha-krenn

yud skrijus stardelloù ur c'harr-tan gant ur stokadenn d'e heul...

ha tec'het ar bleiner klabus gant e garr !

 

Deus rak-kêr Meudon da aodoù aberioù an Elle hag al Laita e yelo he strollad mignoned ga glask roudoù ar vleunienn gollet.

Eno, e-pad un abadenn-noz kurun ha luc'had ouzh skramm an oabl,

glav-pil ha dour beuz en o c'hamp bageal,

e vez kaset ar re yaouank-se da genkiz ar Poulldu, nepell.

Un ti degemerus, bet ur voest-noz er c'hantved tremenet

ha kempennet bremañ e stumm un herberc'hti evit stajoù en ur virout salioù bras hag arreubeuri un amzer all...

En tu-all dezhañ un adti gwall warezet deus ar valerien...

Peseurt sekred a guzhfe ar savadur-se ?

Daoust hag-eñ e teuio ar grennarded a-benn da ziluziañ e gevrin ?

Piv a sav skoilhoù war hent o enklask ha perak ?

 

78 pajenn - 11 x 18 sm  

5 euro

Edition de livre en breton