Visant Crequer
(atersadenn embannet e Ya! 164)
18 vloaz eo ha skrivagner eo dija. Pa vez lâret n'eus ket da gontañ war ar re yaouank e fazier...
Penaos oc'h deuet da skrivañ ?
Er skol e studiemp levrioù, “E doare Picasso” pe “ Pikoù, mab e dad”... Ha ne gaven ket plijus. Re bell e oa seurt levrioù eus ar pezh emañ ar re yaouank o c'hortoz. Skrivet em eus evit ma vefe ouzhpenn evit levrioù skrivet gant brezhoneg mat, ha netra ken. A-bouez eo kinnig istorioù plijus da lenn.
Pegeit 'zo oc'h kroget ?
Kroget e oan pa oan en eilvet klas, tri bloaz 'zo. Da gentañ e oan dedennet gant ar faltazi hag ar bandennoù treset kentoc'h. C'hoant em boa d'ober evel ma vez graet e galleg e levrioù 'zo. Skrivet em eus un istor evit ur vandenn dreset. Met diaes eo kavout un tresour. Da c'hortoz em eus skrivet un istor evit displegañ ar vandenn-dreset-se, evit reiñ d'al lennerien da gompren an doare bed em eus ijinet.
Petra eo bet an diaesañ ?
Adskrivañ war an urzhiataer peogwir ne vizskrivan ket buan-kenañ. E-barzh va fenn emañ tout an istor ha dav eo lakaat anezhi war baper evit ar re all...
Hag ar plijusañ ?
Pa lavar ar re all din eo mat-kenañ bezañ bet gouest da skrivañ ul levr d'am oad. Koulskoude n'eo ket diaes. Tout an dud a c'hell ober heñvel. Dav eo bezañ gouest da skrivañ war hir amzer, ha setu tout. Lod a grog met n'ez eont ket betek penn.
Un ali ho pije da reiñ d'ar re o dije c'hoant kregiñ e-barzh ivez ?
Ret eo komz diwar-benn ar mennozh gant tud all, evit bezañ skoazellet ganto, dezho da reiñ startijenn deoc'h. Arabat kas se da benn, ho-unan. Gant ma vo kalz a dud a-dreñv deoc'h ez eoc'h betek penn.
Tud 'zo o deus sikouret ac'hanoc'h, neuze ?
E-pad ur pennad ne raen netra ken. Chomet e oan a-sav. Daou gamarad eus ma c'hlas o deus bountet warnon a-benn kenderc'hel. 'Benn ar fin eo bet aesoc'h eget na soñje din. Ma breudeur, ivez, a zo bet war ma c'hein evit broudañ ac'hanon da genderc'hel da vizskrivañ...
Piv eo ho mestr war dachenn ar skrivañ ?
Levrioù Tolkien pe Eragon a zo levrioù a blij din. Ar faltazi a blij din kalz. Bevañ a ran er bed-se dija en ur mod. Kemer a ran perzh e c'hoarioù-roll. Dav eo ijinañ istorioù ha kenderc'hel ganto goude. Dav eo ijinañ ur bed faltazius. Bez' e c'heller meskañ ar bedoù, hag ivez meskañ bed gwir ha faltazi...
Ha bremañ, goude al levr-mañ, petra a vo ?
Gwelet e vo ar pezh a soñjo an dud eus al levr kentañ, dija. Kalz a vennozhioù a zo ennañ, da lavaret eo danvez, evidon. Diazezoù a-walc'h 'zo evit mont pelloc'h. Un istor all am eus dija. Tremen a ra a-raok an hini a zo el levr met n'ouzon ket hag-eñ em bo amzer da bleustriñ warni c'hoazh. Mont a ran e Prepa 'benn bloaz ha diaes e vo kas pep tra da benn. Soniñ a ran ivez. Prezidant on en ur gevredigezh c'hoari figurennoù... Setu perak em eus lakaet tri bloaz evit skrivañ al levr-mañ. Ret e oa din kaout un implij-amzer urzhiet.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Mont war an urzhiataer ha c'hoari d'ar seurt c'hoari na c'houlennont ket diganeoc'h prederiañ... Nemet tennañ war an tudennoù... Pe c'hoazh sellet ouzh ar skinwel. “C'est dans l'air” a blij din kalz.
Peseurt levr a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ?
Ul levr “dreist-vevañ” peogwir n'on ket gouest da vevañ pell e-barzh an natur.
Ha gant piv ho pije c'hoant bezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant an haroz a zo e « Into the wild », Christopher McCandless, un den hag en deus kuitaet ar gevredigezh evit mont war-zu an natur, evit gouzout petra eo e soñj war ar gevredigezh.
Peseurt meuz a rit p'en em lakait da geginañ ?
Sandwichoù, steack-drailhet, toazennoù...
Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc'h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c'houlennfec'h diganti ?
Pourchas boued d'an holl er bed 'vefe un dra vat dija.
En ur ribourzherez emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ?
E-pad ar C'hroaziadegoù, 'kostez Jeruzalem. Laouen e vijen bey da vezañ Templour.
Gant piv ho pije c'hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
E kroc'hen prezidant ar Republik e karfen mont evit kaout ur sizhunvezh da cheñch an traoù ha da welet ha ken diaes-se eo ar vicher...
Peseurt micher ho pije bet c’hoant ober ?
Un tamm ispisial eo... C'hoant 'm bije bezañ sevener filmoù, dezho budjedoù bras. Filmoù e brezhoneg, evel-just.
Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak un dresadenn brav-kenañ, pa ne vezer ket mui evit ober an diforc'h etre tresañ ha gwirionez.
Peseurt donezon ho pije bet c’hoant kaout ?
Gouzout tresañ.
Petra a zo en ho kerz, un dra didalvoud oc'h tomm-tre outañ, ha na rofec'h da zen, e mod ebet ?
Ur voest a zo en ma c'hambr, enni 'm eus dastumet ar pezh a oa a-bouez din, gwechall, pa 'z aen da veajiñ. Ar pezh 'zo... An traoù-se 'zo un tamm null, evel ur fourchetenn blastik eus ul lec'h bennak, met n'ouzon ket mui eus pelec'h...
Petra eo ar c'hrenn-lavar a blij deoc'h ar muiañ tout ?
“Heureux sont les simples d'esprit”. Plijus-kenañ e tle bezañ simpl a spered ? Re a c'houlennoù am eus-me, 'barzh ma fenn. Diaes eo din bezañ plijet gant un dra bennak. Evel-se em bije nebeutoc'h a c'houlennoù o treiñ en ma fenn ha laouenoc'h e vefen.
C'hoant ho pije kas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h anezhañ ha perak 'ta ?
D'ar bolitikourien, dre vras. Evit ma selaoufent muioc'h ar bobl. N'int ket stag a-walc'h ouzh an dud, dre vras.
Hag ul lizher gourchemennoù ?
Da gChristian Troadec hag en deus difennet brav ospital Karaez.
Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Kalz a zo... Ma zud-kozh, peogwir emaint o vevañ en un ti-feurm, war ar maez. Ur mod all da vevañ eo. Ma zud-kozh all a zo o chom e kêr. N'eo ket fall kennebeut. Gwelloc'h eo evel-se, evit bezañ kempouezet mat en e spered.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d'ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Arabat ober evel ar re all, lakaat dilhad gant merkoù... Ret eo bezañ un den disheñvel. Arabat bezañ en ur strollad atav. Hiziv an deiz e vez un den o soñjal evit dek all, hag ar re all oc'h heuliañ. Hag, a-benn ar fin hon eus ur gevredigezh e-lec'h m'emaomp-tout heñvel.
Petra a zo, er bed tro-dro deoc'h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c'hoant e vefe displeget deoc'h ?
Perak n'o deus soñj an dud nemet da c'hounit arc'hant. Perak e pella ar gevredigezh diouzh an dud ?
Deuet oc'h da vezañ ul logodennig vihan hag a c'hell kas he fri kurius e pep lec'h. Pelec'h e kasfec'h anezhañ ?
D'an NASA, kement ha gouzout peseurt raktres a zo ganto evit tizhout ar blanedenn Veurzh.
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya !” ?
Ha prest oc'h d'ober un dro gant ho kamaraded ?