Pierre-Emmanuel Marais
Peur ha pelec'h oc'h ganet ?
Ganet on e Naoned e 1968. Ma familh a zo orin eus kornog Bro-Frañs, dreist-holl eus Bro-gKastell-briant met bet int bet o vevañ e Bro-Wenn, e-pad an eil brezel.
Penaos oc'h deuet d'ar brezhoneg ?
Kroget 'm eus da zeskiñ brezhoneg dek vloaz 'zo gant ar gevredigezh Kentelioù an noz e Naoned. Roet em eus ivez kentelioù da dud-deuet e-pad 5 bloaz.
Penaos oc’h deuet d'ar skrivañ ?
Skrivañ a ran abaoe pell. Skrivet 'meus ur stur-levr divyezhek diwar-benn Naoned embannet gant Yoran embanner e 2006. Ur romant polis e galleg em eus skrivet ivez met d'ar c'houlz-se n'em eus kavet embanner ebet evit e embann.
Abaoe un nebeut bloavezhioù em eus kroget da skrivañ e brezhoneg ha tamm-ha-tamm e teu. Kalz a blijadur em eus o sevel istorioù e brezhoneg. Me 'gav disheñvel ar skrivañ e brezhoneg eget ar skrivañ e galleg. Penaos ? N'ouzon ket resis. Moarvat e chom ar brezhoneg un tammig hud evidon, ur yezh a lak ac'hanon da huñvreal...
Gant piv oc'h bet awenet evit skrivañ Ronan ar C'horrigan, TK Duncan O'Hara...?
Embannet eo bet daou zanevell em eus skrivet gant Al Liamm. Evit "Ronan ar c'horrigan" on bet awenet gant ma bugale hag en o zouez gant ma mab Brieg eveljust. Ur paotr nav bloaz eo. Pa oan krennard e plije din lenn troioù-kaer Walter Scott pe Skiant-Faltazi ("Dune" da skouer) hag istor "Troioù-kaer Duncan O'Hara" a zo bet levezonet un tamm anezhi gant seurt lennegezh.